Degemer al lec’hienn > Sonerezh _ Kan / Musique _ chant > Katell Kloareg ha Fred Boudineau e Sant-Riwal : d’an 22 a viz kerzu

Katell Kloareg ha Fred Boudineau e Sant-Riwal : d’an 22 a viz kerzu

Sul 1añ a viz Kerzu 2013, gant herker

Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]

Pedet oc’h gant ar gevredigezh Kroazhent da glevet nevezentioù kinniget gant Katell Kloareg ha Fred Boudineau.

D’ar Sul 22 a viz Kerzu e Sal ar Gouelioù Sant-Riwal da 15e30.

Ratata, ’lâr ma c’hazh !

Rimadelloù ha kanaouennoù hengounel dirwar-benn al loened hag al laboused, e brezhoneg, kembraeg, saozneg ha galleg.

Gant rimadelloù ha kanaouennoù simpl da lavar pe da ganañ, vez lakaet ar vugale de c’hoari gant ar yezh. Setu ar menoz hon eus bet evit kinnig an abadenn Ratata, ’lâr ma c’hazh ! An abadenn a lak ar vugale etre 3 hag 8 vloaz da zizoleiñ ur bed leun a loened ha laboused.

Kinnig a ran d’oc’h ar rimadelloù ’m eus klevet e-koulz ma yaouankiz tremenet etre Breizh ha Kembre hag a ganan c’hoazh d’am bugale.

Heuliet on gant gitar klassel Fred Boudineau. Awenet eo Fred gant sonerezh a Vro-Vrazil peotramant gant ar jazz. Sevel a ra ivez tonioù hervezh e faltazi.

Diwanet eo ar soñj sevel ur bladenn diwar ar baleadennoù kontet ha kanet, kinniget er Menez Are gant ar gevredigezh ADDES. Kement-se evit brudañ al labour kaset da benn gant ADDES evit ar brezhoneg hag an divyezhegezh.

Tresadennoù ha livioù Sonia Orriger a ro buhez da vedig anevaled an ti, an atant hag ar c’hoadeier.

Ar bladenn hag al levrig a zeuio er-maez d’ar viz Kerzu 2013.

katellkloareg@hotmail.com
0298990051 pe 0662281008 1añ a
https://www.facebook.com/kathafred

ADDES 0298996658
http://www.arree-randos.com
addesbotmeur@orange.fr

http://www.youtube.com/watch?v=tP838Mv789s

http://www.agencebretagnepresse.com/fetch.php?id=31954&title=Katell%20et%20Fred,%20un%20nouveau%20CD%20pour%20les%20enfants%20multilingues